Jeudi 4 février 2010
4
04
/02
/Fév
/2010
11:23
Goude bezañ bet nullet ur wech abalamour d'an erc'h e oa aet ar re 6vet d'ar Chapel-Nevez evit daou zevezh natur e
"Ti ar c'hoadoù" d'ar 25 ha 26 a viz Genver 2010. Ambrouget gant daou animatour, Erwann ha Manuel, e oa bet kinniget dezho dizoleiñ ar c'harzhaoueg tro-dro d'ar greizenn ha Koad ar
Markiz.
Erwann ha Manuel o tisplegañ ur c'hoari
Goude ur c'hoari-enklask evit anavezout lec'hioù disheñvel ar greizenn, e oa bet roet d'ar skolajidi lunedoù
hirwel evit sellet ouzh al laboused o nijal pe o tebriñ tro-dro dezho: "Petra eo al labous-se? Ur filip, evel-just! Sur out? Hag hemañ? Ur pennduig da'm soñj..."
Daoust pelec'h emañ al laboused?
Da greisteiz e oa laouen ar skolajidi da gavout ur pred tomm o c'hortoz anezho; yen e oa an amzer ha dav e oa debriñ mat a-benn kaout startijenn evit an
abardevezh! Goude merenn e oant bet kaset da bourmen nepell diouzh ar greizenn evit ober anaoudegezh gant ar c'harzhaoueg, deskiñ anavezout ar gwez ha klask roudoù al loened a vev eno.

Eus peseurt gwezenn e teu ar
greun-mañ?
Goude bezañ gwelet, touchet, c'hweshaet ur bern traoù ha graet ur rentañ-kont dre skrid e oa bet roet amzer-vak d'ar
skolajidi: lod a oa chomet er maez evit c'hoari mell-droad, lod all o doa profitet eus un oaled evit c'hoari kartoù, flapiñ asambles pe diskuizhañ.


Plijus eo c'hoari en diabarzh
ivez!
War-lerc'h koan e oa bet kinniget gant Erwann ur veilhadeg kontadennoù e-tal an tan:
istor ur marc'h hag ur roue
kizellet gant koad! Nag a blijadur evit hon selaouerien yaouank!

Paourkaezh roue gant divskouarn e varc'h!
Goude un nozvezh re verr evit al lodenn vrasañ e oa bet kemeret ar c'harr-boutin evit mont betek Koad ar Markiz; pal ar bourmenadenn a oa klask
roudoù loened (broc'hed, moc'h-gouez, youc'hed hag all). An treid a oa skornet met daoust da se e oa bet desket ur bern traoù ganto! Ur wech distroet d'ar greizenn e oa bet lakaet
ar skolajidi d'ober c'hoarioù dre skrid evit derc'hel soñj ha degas danvez a-benn gallout kenderc'hel da labourat er c'hlas.

Met peseurt loen en deus flastret ha diblusket an tamm koad?

N'eo ket a-walc'h mont da bourmen, dav eo labourat un tammig
ivez!
Trugarez d'an holl c'wec'hveidi evit o emzalc'h e-pad an daou zevezh ha mersi bras ivez da Vathieu hag Olier evit bezañ ambrouget anezho
ganin.
Marine
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Buhez ar skolaj
0