Jeudi 10 décembre 2009
4
10
/12
/Déc
/2009
18:56
Er mintin-mañ hon eus bet ar blijadur da zegemer Serj Moelo, aotrou Maer Silieg ha brezhoneger distagellet
anezhañ, deuet da gontañ kaoz gant ar skolajidi diwar-benn ar film "Silieg, ur veaj da vro warc'hoazh". Ur film kaer savet gant Muriel ar Morvan ha Ronan Hirrien evit France 3 e 2007. Elen Rubin
hor c'hevelerez a Zaoulagad Breizh a oa ganeomp ivez.
Ya, ag ar choaz ez a an traoù e Silieg...
Danvez ar film, ar c'hammedoù estonus graet gant ur vourc'hadennig a 450 a dud war hent an diorren padus. Doujañ
an natur, energiezhioù nevez gant an avel hag an heol, lodennaouegoù tiez savet ha difuet gant danvezioù ekologel, kreizenn puraat an dour, treuzdougerezh.

Arvesterien war selaou...
Dedennet bras eo bet hor skolajidi gant hor Friburg breizhat. Prest eo lod da vont di diouzhtu da welout ha da
gompren muioc'h. Danvez ur raktres da zont, piv 'oar ?

Skolajidi 4re klas aketus...
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Buhez ar skolaj
0