Buhez ar skolaj

Vendredi 10 février 2012 5 10 /02 /Fév /2012 13:44

Da lidañ meurlarjez ha vakañsoù miz C'hwevrer, ez eus bet aozet ur boum treuzwisket e Plogastell Sant-Jermen en hunva.

 

 

IMGP0675

Dirollet an holl da zañsal !


 

IMGP0674

Spider-Heol ha merc'hed 4re !


 

IMGP0676

Tem ar boum : Ar Maskloù ! Aet ar maout gant Marie B. e 5ved.


 

IMGP0678

Bravat maskloù en-dro ! Roet eo bet ar priz da Lola L. (dehou) e 6vet klas.


 

IMGP0680

Dilhad treuzwiskañ brav hag a bep seurt gant an dredeidi !


 

IMGP0682

Ar marabou ! Gounezet gant Awen el live 3de.


 

IMGP0687

Ur maskl doare Venezia 'oa douget gant Leïla, priz ar re 4re.


 

IMGP0710

Pep a diked sinema 'zo bet gounezet ganto !


 

IMGP0684

Klervi, gwisket brav, ur meskaj etre Barbie ha Lady Gaga ? An tem o tont marteze ?...


 

IMGP0700

Memes ar c'hasour 'zo 'ba'r jeu !


 

IMGP0697

An holl o tañsal war "Joli Coucou", ijinit !!!


 

IMGP0706

Ur slow da glozañ an nozvezh ha da gousket !


 

Vakañsoù laouen deoc'h-holl !!! ;-)

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 1 commentaires
Vendredi 3 février 2012 5 03 /02 /Fév /2012 14:59

Dec'h goude merenn e oa Kroashent ar Micherioù e leurenn Glenmor Karaez. Ur pezh prientadur kaset da benn vat gant Erwan ar Berr gant skoazell Yvette ha sikour meur a hini c'hoazh. Daou-ugent micher bennak renket dre rummadoù. Ur pezh chañs gellout mont e brezhoneg ouzh tud micherioù a bep seurt ganto ! Ur mell plijadur evit an dud gour oc'h adwelout hor skolajidi loc'het war hentoù bras ar vuhez ! Darempredoù frouezhus evit hon tredeidi ha piv 'oar ur fulenn a awen pe a c'hoant da vont war-zu micher pe vicher !

Trugarez vras d'ar re o deus aozet ha d'ar re o deus kemeret perzh !

 

IMGP1283

Soazig evit micherioù ar yec'hed

 

IMGP1288

 

Nolwenn, kanerez hag aktourez.

 

IMGP1294

Malo, rener produet e Breizh

IMGP1295

Alioù fur gant Kreizenn Titouriñ ha Heñchañ Karaez

IMGP1296

Fulup, Erwan hag Olier ouzh kafe an degemer !

IMGP1297

Fulup Jakez, Rener Ofis Publik ar Brezhoneg

 

IMGP1301

Steven Guéguéniat, Rener Ouestélio

 

IMGP1303

 

Lou ha Laetitia eus Radio Kerne

 

IMGP1304

Dylan, war micherioù ar sport

 

IMGP1305

Konogan, soner, war micherioù ar sonerezh

IMGP1313

Muzisian ha muzisianezed...

IMGP1306

Mael, kaner, muzisian, war micherioù ar son(erezh)

IMGP1325

 

 

IMGP1307

Anne-Sophie, bed an embann e brezhoneg

 

IMGP1308

Philippe le Sauze, ijinouriezh ivez e brezhoneg...

 

IMGP1311

Azenor, hor skolajiadez kent war hentoù meur ar skiantoù... Ober a ra plijadur !

 

IMGP1315

Padrig, war micherioù ar c'heginerezh...

IMGP1316

Loig, pennvreutaer, pouez ar c'hodoù meur dirazañ...

IMGP1319

Laouen ivez oc'h adkavout Gael war micherioù ar moulerezh...

IMGP1320

Guillaume-Lom, A Galon !

IMGP1324

Mezegez, benveg Laenneg ganti !

 

IMGP1326

Ur skiantourez uhel a Ziwan ivez...

 

IMGP1328

Julien, kelaouenner skinwel

IMGP1329

Annaig, skoazellerez sokial

 

IMGP1331

Ouzh an eil taol, Joseph, ijinour war ar c'hirri-nij

IMGP1332

Anna-Vari. Penaos dont da vezañ kelenner e Diwan ?

IMGP1333

 

Sonia, obererezh arzel

 

IMGP1336

 

Fulup, ijinour, skolajidi ouzh an daolenn-sturiañ...


IMGP1342

Pep a veaj vat d'hor re yaouank !

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Vendredi 3 février 2012 5 03 /02 /Fév /2012 14:19

Dec'h vintin e oa degemeret hor skolajidi trede klas e lise Diwan Karaez. Ouzh o ambroug Ronan Ménardeau hag Olier Auffret. Evel ma weler amañ dindan eo bet mat an degemer, en ur gentel skiantoù gant Loeiz, en ti-annez nevez hag en oaled nevez gant Markus hag ouzhpenn-se e oa mat ar boued.

 

IMGP1265

 

Un aked hollskiantel...

 

IMGP1270

 

IMGP1271

 

IMGP1273

 

IMGP1274

 

IMGP1276

Ur gambr nevez chik ha cheuc'h !

IMGP1279

Ambrouget gant mousc'hoarzh hor skolajidi kent. Displegadennoù klok ha frammet gant Markus, penngasour.

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Samedi 17 décembre 2011 6 17 /12 /Déc /2011 12:34

 

IMGP1252

Tredeidi akuit gant ar rozell hag ar spanell !

 

Merenn-vihan Nedeleg a oa goude ar c'hentelioù dec'h. Ur mare seder evit digeriñ war ar gouelioù. War ziskouez e oa oberoù savet gant ar skolajidi e trepas ar c'hlasoù, krampouezh, standoù dindan ar bratell ha kan a-stroll. Trugarez d'an holl re o deus sikouret evit an aozañ, implijidi, kelennerien, skolajidi, kerent.

 

IMGP1254

C'hwec'hvedidi da vat outi !

 

IMGP1256

 

 

IMGP1259

Pempvedidi kemend-all !

0q8Wy

 

ILGCJ

 

 

Nedeleg laouen d'an holl !

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 2 commentaires
Vendredi 9 décembre 2011 5 09 /12 /Déc /2011 22:20

Dec'h e oa bet toullet kaoz gant Pauline dre SKYPE.  Adalek 10e00 diouzh ar mintin amañ. Da lavarout eo 6e00 vintin du-hont. Trugarez dezhi da vezañ savet ken abred all ha hi gant ar sifern ouzhpenn !

 

IMGP1238

 

Ma ! Plijet eo bet hor pevareidi melen ha glas gant an darempred-se. Gellet o deus sevel goulennoù outi ha kaout respontoù, tre evel pa vije bet Pauline en o c'hichen.

 

IMGP1241

 

Dedennet int bet gant plant ha loened, an darempred gant an dud, ar pick-pocket pa ne oa ket bet grevus-se an taol a-benn ar fin...Dedennet int bet gant ar gaoz ha kavet o deus e oa hi jentil-kenañ da respont d'o goulennoù...

 

IMGP1243

 

Ur mell Nedeleg laouen a Vreizh a gasomp dit dreist douar ha dreist mor !

 

IMGP1245

 


Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés