Teuliadoù

Mardi 15 novembre 2011 2 15 /11 /Nov /2011 19:43

BUENOS AIRES

Erruet on e Buenos Aires d'an 21 a viz Gwengolo, ha ne oa ket brav an amzer ! « Hace frio ! » a vefe tu lavarout e spagnoleg.

 

skeudenn 1

 

Kêr-benn Bro-Arc'hantina eo Buenos Aires, bras-tre eo gant meur a garter. Amañ ne vez ket komzet eus straedoù pe eus balioù, met eus « cuadra ». Tout ar c'huadraioù a zo a-skouer gant ar re all. Un tammig evel e Brest, m'ho peus c'hoant. Souezhet on bet e Buenos Aires gant plasenn Miz Mae (Plaza Mayo). En em vodañ a ra eno, atav, mammoù-kozh ar re a zo bet lazhet e-pad ar « guerra sucia », ar brezel lous. Etre 1976 ha 1983, ez eus bet skrapet, jahinet ha lazhet 30 000 a dud a oa a-enep ar re e penn ar vro. Anvet int « los desaparecidos » peogwir ne ouezomp ket pelec'h int bet douaret. War ar blasenn-se e vez manifestet ivez alies evit traoù all, evel pa vez gounezet ur match mell-droad gant skipailh Arc'hantina !

 

skeudenn 2

 

Ur porzh eo Buenos Aires (evel ma welit war ar foto 1), met n'eo ket ar mor a erru e Buenos Aires, kentoc'h ur stêr vras. Ha gwelet e vez ur bern bigi war ar stêr-se.

 

skeudenn 3

 

 

Pa 'z on erruet en Arc'hantina ne oa ket bet dilennet en-dro c'hoazh Cristina Kirchner da brezidantez ar vro. Ur bern skritelloù eus an holl dud war ar renk oa neuze evit an dilennadegoù.

 

skeudenn 1 p2

 

skeudenn 2 p 2

 

E Buenos Aires, em eus gwelet ur bern bugale er-maez eus ar skol e-pad an devezh. Perak 'ta ne oant ket er skol ? Peogwir amañ en Arc'hantina, ne vez skol nemet diouzh ar mintin pe nemet goude lein, depand a ra eus ar c'hlas m'emaout. Chañs o deus, keta ? Pep skoliad ivez en devez ur gwiskamant. Ar gwiskamant-se a zo disheñvel e pep skol.

 

skeudenn 3 p 2

 

Plijout a ra kalz d'an dud en Arc'hantina mont e-barzh ar parkoù d'ar sul. Dont a reont da evañ Mate (un te kreñv), da c'hoari mell-droad pe da ruzañ un tamm.

 

skeudenn1 p 3

 

 

skeudenn 2 p 3

 

 

skeudenn 4 p 3

 

Plijout a ra ivez d'an dud debriñ ! War ar foto-se eo ur « plato combinado », ur mesk eus fourmaj, kig ha legumaj.

 

skeudenn 3 p 3

 

 

Ur c'harter en deus plijet din e Buenos Aires, hini « La Boca ».

 

skeudenn 1 p 4

 

Amañ ez eus ur stad, lec'h ma c'hoarie Maradonna. Mod-all ez eus ivez ostalerioù, abadennoù tango ha livet eo an tiez gant kalz a livioù disheñvel. Brav tre !

 

skeudenn 2 p 4

 

skeudenn 3 p 4

 

PUERTO MADRYN

 

skeudenn 1 p 5

Goude bezañ bet tremenet ur sizhun e Buenos Aires em eus kemeret ar bus evit mont suoc'h, da b-Puerto Madryn. Ret eo lavarout ar wirionez, ur gêr gouronkañ eo ha n'eo ket brav tamm ebet Puerto Madryn. Met e-kichen Ledenez Valdes emañ, hag el ledenez-se e c'heller gwelet balumed.

 

skeudenn 2 p 5

 

Un tammig suoc'h c'hoazh, e PUNTA

TUMBO, em eus bet tro da welet manked,

loened farsus-kenañ !

 

skeudenn 2 p 6

Ha klasket em eus bale evelto !

 

skeudenn 1 p 6

Mod-all em eus bet tu e Puerto Madryn da zebriñ un Asado, ur « barbecue » ma fell deoc'h. Lakaet e vez ur bern kig da boazhañ ha mat-kenañ eo.

skeudenn 3 p 6

EL CALAFATE

E-kichen El Calafate emañ skorneg Perito Moreno, unan eus ar re vrasañ e Suamerika (war an douar ha ket er mor). Souezhus-kenañ eo gwelet tammoù skorn a gouezh e-barzh al lenn. Ober a reont un trouz spontus !

 

skeudenn 1 p 7

 

skeudenn 2 p 7

EL CHALTEN

Evit echuiñ va beaj e Bro-Arc'hantina em eus dibabet bale un tamm e park broadel ar Skornegi.

Ha goude c'hwec'h eurvezh bale, setu ar pezh em eus gwelet. Brav eo, 'keta ?

skeudenn 1 p 8

 

 

skeudenn 2 p 8


Ken ar c'hentañ e Bro-CHILE !

 

 

 

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Lundi 7 novembre 2011 1 07 /11 /Nov /2011 22:44

Kregiñ a reomp amañ da embann pennadoù skrivet gant Pauline Kerskaven aet da ergerzhout Su Amerika. Heuliañ a raimp he beaj ha daremprediñ anezhi dre SKYPE.

 

ARC'HANTINA

E Puerto Madryn, e Norzh Patagonia, em eus gwelet :

Balumed (ballena franca)

 

image001

 

Dont a ra al loened-se e ledenez Valdes (er plegoù-mor) e miz Meurzh ha mont a reont kuit e Miz Kerzu. Kontet ez eus bet 800 loen e ledenez Valdes.

Dont a ra ar pared da glask parezed hag ober a reont o re vihan. War-lerc'h ez a

kuit ar pared da Su Brazil ha chom a ra ar mammoù gant ar re vihan. Sevel a reont anezho ha pa vezont prest ez eont tout asambles en Antartik.

 

image003

Debriñ a reont bezhin bihan (plankton) pe krill (un donenn bemdez evit ar re vras).

Ponner-kenañ eo ar balumed : a 25 betek 30 tonenn.

Gallout a ra ar re vras splujañ betek ur c'hilometr er mor.

 

-      Ar manked Magellan

 

Pegen farsus eo ar manked ! N'int ket bras (55 sañtimetr, 4 pe 5 kilo), gallout a reont bevañ 25 bloaz, hag evel banniel Breizh, int gwenn ha du !

 

El lec'h em eus gwelet anezho (Punta Tumbo, 200 kilometr eus Puerto Madryn), ez eus bet kontet muioc'h eget 500 000 loen.

 

image005

 

image007

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mardi 11 octobre 2011 2 11 /10 /Oct /2011 14:19

sandro-botticelli-the-birth-of-venus

 

E 5vet klas e labourer war dodenn ar faltazi. Goude kinnig Ganedigezh Gwener gant Botticelli (livet e 1485) e oa dav d'ar skolajidi kinnig o doare da welout ganedigezh an doueez. Unan eus livadurioù bravañ ar bed eo. Degaset ez eus bet kemmoù ha deuet eo brav gant Olwen!

 

Ganedigezh Gwener Olwen Mallejac



--

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mercredi 11 mai 2011 3 11 /05 /Mai /2011 10:21

P1030179

 

Donostia, Enez Santa-Clara diwar krec'h Menez Urgull

 

 

Ma'z eus un dra bennak am eus kavet disheñvel-kenañ etre Breizh ha Bro-Euskadi eo an darempred a zo etre an dud hag o doare bevañ.

Amañ, e Breizh, diouzh an noz e chom kalz a dud en o ziez da sellout ouzh ar skinwel, da lenn, da zebriñ pe c'hoazh da gousket. E Bro-Euskadi e chom an dud ha dreist-holl ar grennarded pell er straedoù da gomz gant o mignoned. Er penn-kentañ on bet ankeniet gant an dra-se peogwir e oan sur e vijemp gourdrouzet ur wech erruet er gêr, peogwir, amañ e Breizh, ne rafen james se.

An darempred o deus etrezo a zo disheñvel-tre diouzh doare Breizh ivez. E Bro-Euskadi ne reont ket a ziforc'h etre an dud, pe e vefent bihan pe bras, tev pe moan, an holl a zo mignoned gant an holl. En em anavezout a reont holl, pa gejont gant unan bennak er straed e chomont da gomz gantañ ur pennadig ha se, gant tout an dud.

Un dra all am eus kavet disheñvel e Bro-Euskadi eo an implij eus o yezh, an euskareg. Komz a reont holl en euskareg, gant o familhoù, gant o mignoned, er skol, er straedoù... An dra-se en deus roet c'hoant din d'ober evel an Euskariz peogwir e kavan eo mat evit lakaat ar yezh da vont war-raok.

Evit echuiñ, kavout a ran plijus o doare-bevañ, an amzer a ra du-se, met, plijout a ra din muioc'h ma bro en ur wellaat traoù 'zo.

Mathilde

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Dimanche 27 mars 2011 7 27 /03 /Mars /2011 15:15

D'ar Gwener 11 a viz Meurzh 2011 ez eus bet ur c'hren-douar divent e biz Bro-Japan, ment 8,9 war skeul Richter. Ar pempvet kren-douar brasañ a zo c'hoarvezet er bed abaoe 1950 an hini eo. Kalon ar c'hren-douar a oa 24,4 km dindan ar mor, war-hed 380 km eus Tokyo. Eno e fiñve c'hoazh an tourioù un nebeud munutennoù goude ar c'hren-douar. C'hoarvezet eo abalamour da riskladenn ar plakennoù tektonek : hini Eurazia he deus risklet ouzh hini ar Meurvor Habask, hag ar c'hontrol.

 

Diouzh ar fiñvadenn-mañ ez eus savet un tsunami a rae war-dro 10 m uhelder pa strakas ouzh aodoù Bro-Japan.

 

Goude ar gwalloù-se e paouezas 11 kreizenn nukleel diwar ar 17 a zo er vro, teir deus outo a zo gant diaesterioù bras : hini Oganawa, hini Fukushima hag hini Tokaï. Tarzhet ez eus kefluskerioù e Fukushima. War a seblant e vo gwashoc'h ar gwagennoù nukleel eget ar gwagennoù sismek. Ar gwagennoù sismek hag o deus lazhet muioc'h eget 10 000 a dud. Ur gwall spontus a vo neuze !

 

Marine, 4re Glas

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés